06/05/2011

Kustumiñ OpenVPN 'vid mond deus Overplay war Fedora


Kustumiñ OpenVPN 'vid mond deus Overplay war Fedora

Me zo 'hond da ziskeuv dec'h pe-seurt mod kustumiñ OpenVPN 'vid mond deus ar serveuriou VPN, re Overplay, war Fedora (bet essêet war Fedora 13 & 14 genin)

Normalamant a glefe be enstalet OpenVPN war Fedora rag-eñwn, ma n'eus ket deusoutoñ ba'r sistem rankefeh mond en mod root, digor un terminal, kopïañ ha spegañ ba'nahoñ :

su -

Skrivet ho komz-sekred ha poueet war Entrée. Goude, skrivet an dra-he ba'nahoñ :

yum -y install NetworkManager-openvpn

Neuhe, ma peus enstalet NetworkManager-openvpn ho-hun' rankefeh hadlañs an ordinateur 'benn ma vefe-heñw enstalet da-vat, skrivet ba'n terminal :

reboot

Bremañ neuhe vo daw krouiñ un dossier lec'h vo laket ar fichierou, ar re vo karget 'nehe diwar ar sit Overplay. (Pass ankoueo ramplassiñ HANW_AN_DOSSIER_AKTIV gad hoh heñi dec'h ;) :

mkdir /home/HANW_AN_DOSSIER_AKTIV/.cert

Kèt bremañ war sit Overplay. Goude bet laket hoh hano-implijer hag ho komz-sekred lec'h oa gleet rankefeh klikañ war an ivinenn Setup Details, ha goude ober ur c'hlik-dihou war ar fichier VPN server Certificate File, choas Enregistrez la cible du lien sous hag añrejistrañ 'nahoñ ba'n dossier bet krouet a-raog (.cert) - Ma teufe dec'h kaoud bec'h kavoud 'nahoñ, laket ar fichier ba'n dossier aktiv, ha goude 'n ene kliket war Affichage, Afficher les fichiers cachés ha diwar-neuhe teuy an dossier .cert war-wel dec'h, po kime lak ar fichier barzh -


War ar sit bremañ refeh ur c'hlik-dihou war ar fichier TunnelBlick/Linux Connections Files., choaset Enregistrez la cible du lien sous hag añrejistret 'nahoñ ba'n dossier bet krouet a-raog (.cert). Goude dibakañ ar fichier zip bet karget 'nahoñ diwar ar sit, ober ur c'hlik-dihou war'nahoñ ha choas Extraire ici.

War-lerc'h ba'n terminal (pass dijoñjal ramplassiñ HANW_AN_DOSSIER_AKTIV gad hoh heñi dec'h)

restorecon -R -v /home/HANW_AN_DOSSIER_AKTIV/.cert

Ha mehmod :

ls -lZ /home/HANW_AN_DOSSIER_AKTIV/.cert

Bremañ jom nintra-all d'ober azhpenn 'vid kustumiñ OpenVPN deus ho serveur VPN Overplay. Klik-dihou war ikôn Network-Manager ha choas Connexions VPN, ha Configurer le VPN.


Digoueo ar ra ur prenestr deuzhtu goude, kliket war Importer, ha choaset connections ba'n ho tossier (.cert), ar goneksïon po c'hoant da gargañ (pe-seurt serveur ba pe-seurt bro), lakomp a choasefeh amañ Overplay - France Safemode.conf, kliket war Ouvrir.


Bremañ skrivet hoh hano-implijer hag ho komz-sekred lec'h zo gleet, ha kliket war 'r varrenn Certificat du CA (skrivet é ar gir (Aucun) war'nehi), choaset ar fichier OverplayCert.crt ha kliket war Ouvrir. 'Benn ar fin na jom kime klikañ war Appliquer d'ober. Cherret ar prenestr-mañ.

A-raog echuiñ da vad ga'n dra-he rankefeh kustumiñ SELinux adrame da lesk OpenVPN d'en-im gonektiñ deus an nor 442, barzh un terminal en mod "root", kopïet ha speget ba'nahoñ :

semanage port -a -t openvpn_port_t -p tcp 442

Ha bremañ ur c'hlik-klei war ikôn Network-Manager 'vid 'n-im gonektiñ, Se connecter, klikañ war Connexions VPN ha war Overplay - France Safemode.

Pé veh konektet vo un tammig kadranass da zigoueo stag deus ikôn Network-Manager, 'vid lak war-wel dec'h lar oc'h konektet gad Overplay, ha da-vat.

Dishano oc'h deut da ve bremañ, skoachet dreñw ho VPN. Kentañ tro!

Mersi bras da Daniel Walsh, deus Bugzilla, pé neus rôet un taol-lañs din 'vid kustumiñ SELinux 'n ur mod propr.


Aucun commentaire:

Piw oun ? / Qui suis-je ?