04/10/2008

Pedenn evit an armée (testenn gozh bet diskoachet)

Daw din lared lar oa ket propr-propr ar feuilhenn bet diskoachet, ha sterd da lenn a-wechou, hag e-se hellefe chom mankadennou war ma lerc'h.

Petramed n'ouzon na penvar', na piw na skrivet an tamm pedenn-mañ...


Pedenn evit an armée

Autrou souveren c'houi galvet Doué an armeou difennit ar Frans ar brezel a c'hourdrouz hé feiz hag é frankiz savit autrou doué a skubit pell diouzimp an énébourien a stourm ouz merc'h hena hoc'h iliz ; touet hô deuz é holl touet hô deuz é diskar hag éné leac'h laquat an herezi ar falz kredenn ; né bermettéfoc'h quet autrou souveren he zeufent abenn euz ho inemeziou milliguet, song ho pezo euz ar bobl ra pehini hô heuz roét; Santes Genovefa, santes Clodia, S' ?Loua..? hag hô euz quen aliez savetéet dréz vurzudou grit eur sell drugarezas var armeou ar Frans ni ho ped evit hor soudardet evit quement hini a garomp hag a ia ha volontez vad d'ar vrezel; hor priegou ingt hon tadou, hor breudeur, hor bugale, hor c'herent, hon mignouned; difenn a reont ar vro hon tiez, hon illizou; hor c'huiteat ô deus (autrou doue evit) ober ô dever: hon laquaât a reomp étre douarn hô providans grit ma ne veimp ket euz a re ha varvo é tan ar brezel, autrou Doue ho polontez beza gret ha nan on hini; hogen pliget ganeoc'h silaou hor pedennou pa vezo ar maro ho para a suc'h ha ré a vellan déoc'h diouallit hi mirit, conservet hi d'hor c'harantez a leun a anaoudegez vad ganto, hag evito ni ho trugarekaiout; Kana a reomp an hymne a drugarez hag a veuleudi hé non illizou a renevezi a reomp ho bromesa da veza fidel d'ho servicha.

Oh' pedit a reomp autrou souveren evit hor soudardet gouliet soulagi ho foaniou rentit dezo ar iec'h hag ar vuez roit dezo ar resegnation grit ma tesquim hé n'or zougen ho blessou henoruz charei ar gouliou euz ho c'hroaz.


Oh' pedit a reomp autrou souveren evit hor soudardet prizounnerien n'é abandonnit quet hanezo her vro estra jou douzaït hô glac'har da veza pell diouz ho mamm bro skoazellit an divroidit gez ha roït d'ezo an espérans da velout adarre ho bro, ho familliou hag ho mignouned ekreiz ho anken ra vezo ho groaz ho brasa hag ho dousa consolation.

Oh' pedit a reomp autrou souveren evit hor soudardet dare da vervel pellaït diouz ho c'haloun an anken hag an disesper grit m'o devezo song euz ho badiziant euz no fask kenta a roit d'ezo pardoun éno heur diveza; kemerit ô va doué ar c'holl euz ho buez evit ar paiement deus ho fec'hegou hag euz anrét resevithi heno paradoz. Oh' pedit a reomp autrou souveren evit hor soudardet maro ho ped song euz ho c'hombajou euz ho boaniou euz ho bolontez vad souffrëet ho deuz, maro ingt evit difenn hor mamm bro catholiq; ankounac'heït ô va Doué hô fec'hegou hag hon holl fec'hegou ho deuz diskaret varnomp ni ho goaligner a roït d'ezo ractal digemer he rouantelez ar peoc'h hag an evurusted.

Ô Marie patrounez ar Frans sikour ar gristenien dreizoc'h ennomp offromp da Jesus hor mab ar pedennou ar re humblpla pliget ganeoc'h astenn hô toarn gallouduz evit diouall hor soudardet ho pézet song euz ha re a garomp silvidiguez ar re infirm ha ré glanv ha dinerz roït pareans d'hor soudardet blesset, consolatourez an dud affliget consolit hi heno prizounn ha var hô zremenvan refug ar pec'herien digorit d'ar re a zo maro dor an env ha pedit evit hor familliou glac'haret. Sant Martin skouer ar soudardet kenta patroun Frans pedit Doué da skuill hé venediksion he vennoziou var hon armeou hag obteni d'eomp ar peoc'h, evelse bez gret, Ô Marie konsevet hep pec'het pedit evidoump ni ha oullen sikour de ganeoc'h.



(Re leden é an tamm paper 'vid mond toud ba ma skanner, dram a-se é troc'het un tamm bihen ar gomjou ba'r c'hostïou)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Pajennou bet lennet / Pages lues

Piw oun ? / Qui suis-je ?